Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Toull al lakez.djvu/11

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
III

varvas e Kastell-Paol, leanez e ti an Ursulinezed e 1781 ; Fanny Rosec, moereb d’an abad Inisan a oa leanez er Retret e Kemper e 1879. E-touez e eontred koz, e kavomp meur a veleg : Yan Inisan, 1540 ; Lan ha Per, daou vreur ; Bastien, maro e 1691 ; Andre, maro e 1686. Yan-Klaoda, breur d’e dad-koz, a gomzer anezan e Emgann Kergidu, a oa bet person Plouzane ha Lok-Maria e amzer an Dispac’h ; e hano a vez lennet c’hoaz war an tour, savet gantan er bloavez 1775. N’en doa ket falvezet gantan senti ouz lezennou an Dispac’herien, ha setu perak e oa bet paket gant an Tunk {Emgann Kergidu, p. 132), ha kaset da gastell Brest, da c’hedal ma vije barnet ; mervel a reas e Plouzane d’ar 16 a viz eost 1802.

Ahendall perc’henned Lanzeon a oa kustum d’ezo beza e penn Fabrig ar barrez. E 1595, unan anezo, Yon Inisan a oa, hervez ma lennomp er paperiou koz, « sceindique de la Fabrique ». Divezatoc’h, eun Inisan all, breur da dad an abad Inisan a oa « Tenzorier an Iliz », e-pad hanter-kant vloaz. Heman eo a respontas eun dervez da Lan a oa o tont eus skolaj Kastell, peurc’hreat gantan e studi : « Daoust d’it da veza gounezet kemend-all a brichou, n’ez ket da gredi e vez eat ganez holl spered an Inisaned ».

Setu eta familh an abad Lan Inisan. E dad a read anezan Yann-Per ; e vamm, Jann an Hir, a oa ginidik eus a Vodilis. Lan a oa kaset da skolaj Kastell-Paol ; eno e oa unan eus ar varreka e-touez ar skolaerien all. Echu gantan e amzer studi, ez eas da gloerdi bras Kemper, hag eno c’hoaz e tiskouezas pegen lemm e oa e spered ha pegen aketus. An aotrou Fave, person Gwikasnou, hag a oa bet gantan er c’hloerdi bras, a lavare « ne c’haved ket, d’ar mare-ze, er c’hloerdi, kaierou gwelloc'h stummet, bravoc’h moullet o skritur anezo, eget kaierou Lan Inisan ».

Goude beza bet beleget (14 a viz mezeven 1851), e oa hanvet da