Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/88

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
80
emgann kergidu

Ne d’an ket aman da gounta d’ehoc’h ped den en deuz eskinet, lakeat er prizoun ha kaset d’ar maro ; re hir e ve ar roll anezho. Lavaret a rign d’ehoc’h avad ne c’hellaz ket lakat he graban var hini euz ar chouanted, rag ar re-man en em zioualle, en em ganne ha ne dec’hent nemed pa viche red, pa deue varnezho soudardet ar republik, bern-var-vern, dek pe ugent ouc’h pep hini. Dre-ze, Loull ar Bouc’h ne velaz ket Andre ar Ponthou debret gant merienn Plouaret.

Da bep tra, er bed-man, euz eur fin, ha marteze o pezo c’hoant da c’houzout penaoz e kuiteaz Loull ar Bouc’h ar bed-man evit mont da gounta da Zoue he oll fallagriezou. Her lavaret a c’hellan d’ehoc’h.

Goude ma oa bet hor bro baour meur a vloaz o ruilla e kreiz ar goad hag ar vouillen, Doue a reaz outhi eur zell a druez hag a lakeaz digeri an ilizou. Neuze ar paour keaz persoun intru a rankas kemeret an teac’h, d’he dro, evit lezer ho iliz gand ar veleien vad. Ne oue ket red mont d’her pedi da vont enn he hent. Kenta tiz a oue, e kreiz ar brudou eurus-all a deue e Plouaret, oue klevet oa eat Loull ar Bouc’h euz he di, e kreiz an noz, ne c’houie den da beleac’h. Den ne c’houie da beleac’h oa eat, na den zoken ne glaskaz her gouzout. Araok oa unanik bennag a du gant-han, ha breman, hervez an oll, ne ket mad da deuler d’ar c’hi...

Setu mignouniach an dud fall !

Peder pe bemp sizun goude ma oa eat Loull ar Bouc’h euz a Blouaret, eun dervez, var dro eiz heur dioc’h ar mintin, Mari-Jann Kermabrouz a ioa azezet var an aoled o rei da zibri hag o viska he dillad d’he merc’h vian Mac’harit. Klevet a reaz trouz e tal dor he zi ; gervel a reaz he map Hervoanik a ioa o c’hoari, gand he gi bian, e starn an daol. — Pa lavaran edo Hervoanik e c’hoari gand he gi, ne lavaran ket ar virionez, rak, an trubard bian, he c’hoari oa chacha var skouarn ar paour keaz ki ken na iude, ha, pa iude he gi, Henroanik a c’hoarze.

Mari-Jann Kermabrouz a c’halvaz he map.

— Hervoanik, va faotr, guel petra a zo aman e kichenn an nor.

— Petra livirit, va mamm, eme ar bugel, o tiskregi euz a skouarn he gi ?

— Kea da velet petra a zo oc’h ober trouz aze, e tal an nor.

Hervoanik a zavaz kerkent euz a starn an daol evit dont da gaout an nor, he gi bian var he lerc’h, en eur lammet hag