Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/74

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
66
emgann kergidu

Den na finv, ha ne glever trouz ebed dre an ti.

Ar zakrist a zao he vouez evit an eil gueach :

— Klevet a rit ac’hanoun, Aoutrou persoun ? N’ho pezed aoun ebed, me eo ho sakrist, ha me a c’half ac’hanoc’h !

Kaer en doa ar zakrist skei var an nor ha gervel, den ne respounte anezhan. Aounig evel an dud a zo sammet ho c’houstianz a viltansou hag a dorfejou, Loull ar Bouc’h a ioa prennet mad an doriou enn dro d’ezhan, ha c’hoaz ne gouske nemed eul lagad digor. Klevet mad a rea he zakrist, mez kaout a rea d’ezhan e krene he vouez ouc’h her gervel. Hag, evit guir, ar zakrist n’oa ket deuet c’hoaz mad avoualac’h ennhan e-unan hag a jomme he c’her e dor toull he c’houzouk. Ar chouanted n’o doa ket taolet a evez ouc’h an dra-ze, mez Loull ar Bouc’h ne oue ket pell oc’h anaout oa eun dra-bennag a nevez, ha ne dea ket an traou evel kustum. Sevel a reaz sioulig euz he vele, enn he roched, diarc’henn, diskabel ; dont a reaz da gaout ar prenestr, hag en eur astenn he c’houzoug a-rez, a-hed ar voger, evit miret da veza guelet, e reaz eur zell enn hent. Gant eun taol-lagad, daoust d’an noz, e velaz o lugerni, e kreiz an devalijenn, fuziliou ha baionnettezou ar chouanted. Spountet, kollet he benn, Loull ar Bouc’h a zic’haloup euz he gampr d’an traon. Diou zor a zo var an ti, unan a bep tu, mez n’eman ket an alc’houez ganthan, enn he gampr eo chommet. Var ar gegin euz eur prenestr hag a sko var ar porz a ziadre, Loull hen digor buanna ma c’hell, lammet a ra er meaz euz he di, mont a ra var eeun, ha d’ar red, d’en em guzet en eur c’hraou-moc’h, a zo er porz dirak an ti, el leac’h ma’z oa tri borc’hell o larda.

Loull ar Bouc’h ne oue ket pell evit sevel euz he vele hag evit en em guzet gand ar moc’h e touez ho zeil. Ar chouanted a ioa atao e tal an nor var c’hed euz a eun dra-bennag. Skuiza a rejont evelato a benn eur pennad, hag ho mestr a bakas-krok stard er zakrist en eur lavaret d’ezhan :

— Pini euz ar re-man eo prenestr kampr Loull ar Bouc’h ?

— Ar prenestr kreiz eo ; er gampr-se e vez bep noz o loja, ha, nemed eat e ve kuit, aze eman adarre en noz-man.

— Goazed, eme ar mestr d’he dud, tan dre ar prenestr er gampr-se !

Ker buan seiz tenn fuzil a oue klevet o tregerni dre vourk Plouaret, ha seiz tenn-all dembrest goude ; hag an ekleo, a-hed ar ganienn, a gase an trouz, e kreiz sioulder an noz, d’ar C’hoz-Marc’had ha d’ar geriadou-all a dro-var-dro. Ar