Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/64

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
56
emgann kergidu

zremm gand heol ar broiou tomm, a zo en he gichenn. Ar belek a ra sin ar Groaz evit koumanz an ofern ; ar martolod koz a zoun he gloc’h bian ; an oll a zo daoulinet enn ho bagou dizolo ho fenn, tro ouc’h ar vag vraz. Kerkent ha ma lavar ar belek ar c’homzou kenta man euz an ofern : Introibo ad altare Dei, kant ha kant mouez-all a zao dudiuz ha kalounek varzu an env en eur gana kantik an ofern a ganet er mareou-ze :

Ofromp da Zoue ar zakrifiz,
Ne zo netra a ger kaer priz
Eget Jesus krusifiet
Enn ofern reprezantet.

Ar bagou a horjelle hag a vranskelle, a zave hag a ziskenne, pep hini d’he zro, gand ar goagennou. Lod a rea van da vont d’ar goueled, lod-all a bigne var gern ar c’hoummou-mor ; avechou diou vag, harp-ouc’h-harp, n’en em velent ket zoken, ha koulskoude ar c’han hag an diskan a iea a-unan pep hini d’he boent, rak a galoun e kane an oll, ha ker brao ez eant evel pa vichent bet o kana enn iliz Sant-Jakez, e Perros. Digorit ho kaloun ker braz ha ma kerfot, savit ho spered huella ma c’helfot, ha lavarit dign ha c’houi hoc’h euz klevet eur c’han ken dudiuz, guelet eun dra ker burzuduz ?

D’ar gorreou, pa zao ar belek enn ear, evit ho rei da adori d’ar bobl, korf ha goad hor Zalver Jesus-Krist, an oll a stou hag a bleg ho fenn, daoulinet, strinket d’an douar var blankenn ho bak, doujanz ha karantez Doue enn ho c’haloun... Daoulinet int etre ar mor braz a ia hag a deu azindan ho zreid ha toenn koummoullek an env a guz anezho ouc’h daoulagad ar zitoianed...

Eur gomz dievez ebken a viche bet avoualac’h evit lakaat martoloded ar republik, pe ar c’hos garde-kotet, da zont da enezen Rouzik, da lammet var ar gristenien vad ha d’ho strinka e goueled ar mor. Ne viche ket bet diez, rak ne oa den var evez.

Nann, tud koz bro Perros n’oant ket tud aounik : feiz doun a ioa enn ho c’haloun, ha fiziout a reant e Doue oll-c’halloudek. Ra deui ho bugale hag ho bugale vian da vale var ho roudou !

Achu an ofern ; mez araok mont an eil diouc’h egile, araok en em zispartia, an dud kalounek a gan c’hoaz ar c’hantik-man evit trugarekaat Doue euz he vadelezou en ho c’henver :