— Nann, eme an hini koz, n’ounn ket evit chomm ; me gaf diez beza aman.
— Ha da beleac’h ez eimp-ni, va zad, dre an amzer a zo, ha deuet an heur-man ? Guelet a rit, eman o koumanz tenvallaat.
An hini koz a gasaz he zourn d’he c’hodel da denna he vountr evit guelet ped heur oa.
Kerkent ha ma velaz ar manac’h ar mountr-se, e savaz ar goad d’he benn. Kregi a reaz e breac’h an hini koz en eur lavaret d’an hini iaouank :
Chommit aman d’am gortoz, me a ia da gas ho tad d’he vele ; goude-ze me ziskouezo d’ehoc’h ive hoc’h hini pa o pezo debret ho tamm bara.
Ar manac’h a dreinaz a bouez he vreac’h an hini koz, ne esea ket enebi, beteg ar penn pella euz an tiez a ioa chommet enn ho za, e kouent Sant-Aubin, hag en eur zigeri d’ezhan eur gamprik vian :
— Aman, den koz, n’euz ket c’houez ar goad : houman oa va c’hambr-me enn nosvez m’oac’h digouezet aman da verzeria va c’henvreudeur. Euz a gement manac’h a ioa e kouent Sant-Aubin, n’euz chommet nemed ounn-me e buez. Doue marteze en deuz va espernet evit lavaret d’ehoc’h e rankfot abarz nebeut aman renta kount d’ezhan euz an torfejou braz hag euz ar muntrou kriz oc’h euz great. Ra blijo ganthan sklerijenna ho spered, teneraat ho kaloun hag ho lakaat da vervel e doare vad !
Ker buan ar manac’h a zerraz an nor hag a lezaz an hini koz gand Doue hag he goustianz.
Ar manac’h en doa anavezet gand an den-ze mountr an Tad Abad, an hini oa tad ar venec’h-all araok an dispac’h. N’oa ken holorach er gouent nemed ar mountr-se, ha pep hini a ranke mont da zellet outhan da c’houzout an heur. N’oa ket ’ta diez d’ezhan hen anaout, hag oc’h anaout ar mountr oa eaz d’ezhan gouzout edo dirazhan unan euz an dud kriz o doa merzeriet he genvreudeur.
Goude-ze e tistroaz da gaout an den iaouank ; rei a reaz d’ezhan he goan guella ma c’helle, ha goude-ze her c’hasaz d’he vele. Setu aze tri den o loja e kouent Sant-Aubin : ar manach a bede, an den iaouank a gouske, hag an hini koz, daoust hag hen a ziskenne e goueled he galoun ? Antronoz vintin, abred, an Aoutrou koz a ioa o c’hervel