Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31
emgann kergidu

digez ne oue ket evit an daou zen-man ar guel euz a gement-all a grizder ! En em lakaat a rejont gant ar re-all da gleuza beziou ; ha pa oue achu al labour glac’haruz-se, pep hini, an daelou enn he zaoulagad, a zistroaz d’he gear, eb lavaret ger ebed an eil ouc’h egile ; re garget a c’hlac’har oa ar c’halonou.

Pa glevaz ar manac’h iaouank ar pez a ioa c’hoarvezet gand he genvreudeur, e tirollaz da vouela, hag, epad an noz hed-a-hed, ne ehanaz da bedi Doue evitho. Antronoz vintin, pa’z eaz Klaodina da gas d’ezhan he damm boued, her c’havaz atao var he zaoulin, he zaoulagad ruz-glaou hag he zremm dilavet. Ne falveze d’ezhan dibri tamm, re veïet oa he stomok. Klaodina en em lakeaz da gounta d’ezhan a-nevez ar goall-draou a ioa en em gavet er gouent, hag, o klevet Klaodina o kounta, e vouele adarre. Ne ket iskiz, evit guir, en diche keuz da genvreudeur hag o doa bet kement a garantez outhan, hag o doa hen hentchet, hen c’hoaz iaouank, ken eeun var hent ar Baradoz.

Chomm a reaz kuzet e kraou Job Karo, epad eur c’houeac’h miz bennag. Bep mintin ha bep noz ez ea Klaodina he-unan, pe Job avechou, mez jamez den-all ebed, da gas d’ezhan he damm bara pe he vanne zoubenn. A benn eur pennad e oue gellet kaout d’ezhan eur c’halur, kuzet gand eun den kalounek euz a eur barrez a gichenn, ha neuze e c’helle avechou lavaret an ofern. Pebez dudi evit ar manac’h, evit Job Karo, he c’hrek, he dud hag he amezeien gellout kofez evit goalc’hi ho c’houstianz ha kaout an eur-vad da loja ho Doue enn ho c’haloun, evit ho sklerijenna hag ho c’hrenvaat !

Epad c’houeac’h miz ive ’ta e chommaz kuzet er sanaill. Avechou, evelato, epad an nevez-amzer hag an han, e teue epad an noz da ober eur bale dre ar parkeier, evit kemeret an ear vad hag en em dizinoui, pa ne veze ket galvet da vont da velet tud klan, rag neuze na tan na kurun n’ho diche miret outhan da vont enn hent.

A benn fin ar c’houeac’h miz-se e lavaraz da Job, a ioa eat da gas d’ezhan he goan :

— Diouc’h ma’m euz klevet ganeoc’h, ne deu ken a zoudardet var dro leandi Sant-Aubin. Mad, va zonj eo distrei d’am c’houent ; re hir ounn chommet da zibri euz ho para. Enn tu pe du, me gred, e kavign frankiz da astenn eur guchenn golo da gousket, rak ne c’hellan ket kredi o defe