Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/337

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
329
EMGANN KERGIDU

lagriez, an diaoul hen dilez en eur c’hoarzin iud. Tro an Aoutrou Doue a zo erru, zoken er bed-man, da c’hedal ma roio, er bed-all, da bep hini hervez he oberou.

Doue ne ziles james ar re a vale a-du gant-han : avechou er bed-man o devez evit guir eun tamm poan, mez er bed-all e vezint paet mad.

Achu eo va c’hount.

Ra blijo gand Doue beza madelezuz e kenver Ian Pennors, ankounac’haat he bec’hejou, rei d’ezhan ha d’an oll gristenien, lod enn he Varadoz !!!




FIN.