Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25
emgann kergidu

Poaniuz oa an traou-man evit an dud a dro-var-dro, evit guir ; mez daoust ha ne c’hell ket Doue hon hanter-flastra, mar kar, evit hon distrei outhan ?

Eun dervez, dervez glac’haruz ! e tigouezaz e kear Lamball, soudardet a gostez an Normandi hag o doa klevet enn ho bro hano euz a gouent Sant-Aubin, rag bruded oa a bell. Sonjal a rea d’ezho e tlie beza er gouent-se aour a forz hag arc’hant da vuzula gand ar boezell. Abalamour da-ze ne leverchont grig da zen : ne reant nemed goulen an hent da vont euz ar bourg-man da eur bourg-all, euz an eil kear d’eben, ha traou-all divar nij er c’his-se ne oant na du na guenn. Eur veach ma o doa klevet an hent da vont da Sant-Aubin, o doa klevet ar pez a glaskent, ha ne ouent ket dievez avoualac’h evit diskleria da zen ar pez a ioa enn ho spered, rag mar ho diviche lavaret o doa c’hoant da vont da Sant-Aubin, deg den el leac’h unan a viche kavet da vont d’ar red da gas kemenn d’ar venec’h.

Eun abardaez, var dro peder heur dioc’h an noz, e kreiz ar goan, e oue guelet soudardet, gantho ho fuziliou karget, o vont er meaz euz a gear Lamball. Da beleac’h ez eant ? Den n’her gouie e kear.

Mont a reant da aloubi kouent Sant-Aubin.

Tost da hanter-noz oa pa zigoueschont e tal dor borz al leandi : tenval oa an noz ; eun tamm aoun a grogaz er zoudardet ; edont e kreiz eur c’hoad braz, pell diouc’h an dud... Ha mar doa chouanted el leandi ?... Oh ! neuze oa great gant-ho, rak ar chouanted a ioa paotred hag a en em ganne da vad... Unan anezho zoken a lavaras en eur drei ouc’h be gamaraded :

— Deomp enn dro.

— Nann, eme an hini a ioa e penn ar vanden, hag en doa an ear da veza hardisoc’h eget ar re-all, chommit aman prest da denna e ken kaz ma teufe unan bennag er meaz. Me a ia da ober an dro.d’ar gouent da c’houzout ha me a gleva eun trouz bennag. — Hennez n’en doa ket daou liard var he hano ; c’hoant kaout arc’hant en doa a-vad, n’euz forz dre be c’hiz.

Eur pennadig brao oa bet oc’h ober he dro, ha me gaf dign, m’o diche kredet he zoudardet kemeret an teac’h ha dont enn dro, o diviche her great ; mez aoun o doa rag ho mestr, hag ouc’hpenn ne c’houient var zu pe du trei. Kaout a reaz ive ’ta he zoudardet el leac’h m’en doa ho lezet. Ker-