Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/303

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
295
emgann kergidu

— Guelet a ran n’en em ententomp ket, va c’hoar ; ne ket c’houi eo a ielo d’ar prizoun.

— Piou-ta ?

— Me, va c’hoar Mari.

— C’houi, Anna ?

— Ia, me.

— Allaz, nann ! Me eo mestrez Penn-an-Neac’h. Varn-oun-me ive-ta e kouezo ar beac’h. Hag ouc’hpenn, eun dra leal eo.

C’houi, va c’hoar, a zo mestrez Pen-an-Neac’h enn eur c’hiz ; c’houi a ra ar marc’hajou ; c’houi a bren hag a verz hervez ho faltazi ; evelato ne ket aman d’eoc’h kement tra a zo. Va c’hoar, plijet ganeoc’h va zelaou. Enn eun amzer-all, birviken n’am biche lavaret d’eoc’h kement-man ; fenoz e rankan her lavaret : ne ket evit ho klemm nag evit ho tamall, na kennebeut evit ho tiskar e giz e-bed eo her lavaran. C’houi a gaf d’eoc’h oc’h mestrez e Penn-an-Neac’h, marteze e faziit. P’oan-me eat d’ar gouent, an tiegez aman hag an oll vadou a ioa chomet dirann etre va breur ha me. Va lod a choume ganeoc’h aman da lakaat e talvoudegez, ha c’houi a dlie rei, bep bloaz d’ar gouent, ugent poezellat viniz ha daou-ugent skoued enn arc’hant. Breman, abaoue m’oun deuet d’ar gear, ne rankit paea netra ken evidoun. Dre-ze ive-ta e teu va zra d’ign ker goestl ha da bep hini.

— Oh ! va c’hoar, n’her nac’han ket ouzoc’h, pell ac’hano ; ho tra a zo d’eoc’h.

— Gouzout mad a ran ne nac’hit ket va danvez ouzign ; ne ket ive evit her goulenn diganeoc’h eo e komzan evel a ran.

— Na petra hoc’h euz c’hoant da lavaret-ta ?

— C’hoant am beuz da lavaret d’eoc’h ez oun ker braz mestrez ha c’houi e Penn-an-Neac’h, hag abalamour da-ze eo ken nez di-me mont d’ar prizoun gand ar zoudarded evel ma’z eo d’eoc’h c’houi, rak kement ha c’houi em beuz roet golo d’ar veleien, pa’z eo guir eo an hanter d’ign aman.

— Ha ! va c’hoar, eme Vari en eur lammet a-dro-vriad enn dro da c’houzouk Anna ; nann, ne reot ket an dra-ze ; re a garantez hag a galoun eo kement-man.

— Ha perak, va c’hoar ?

— Abalamour m’eo di-me eo mont d’ar prizoun. Her gouzout a rit kerkouls ha me, aman ne reac’h netra hep goulenn va ali-me. Dirak Doue, me eo ar vestrez, di-me eo ive-ta mont gand ar zoudarded.