Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/30

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22
emgann kergidu

zantelez hag euz a viraklou sant Yvon a lakeaz anezho da vont e kounnar.

— Red oa, emezho, lammet a zirag daoulagad an dud traou ha ne zigasont da zonj d’ezho nemet euz ho diotachou koz.

Ker buan e oue klasket binviachou, ha bolz sant Yvno ne zaleas ket da veza freuzet ha bruzunet.

Mez ne oue ket avoalc’h kement-se. Evel pa viche an diaoul koz he-unan o c’houeza avel an ifern enn ho c’haloun e teuas enn ho fenn, evit ober muioc’h a boan d’an dud vad, mont da lavaret an ofern. Mont a rejont var eeun d’ar segreteri. Eno, en eur glask an traou da oferenna, e kafchont eun arched great, me gred, evit kenta hini a varfche e kear, rag, e bro Treger, e vez great aliez an archedou araog ma vez ezoum anezho. Ar guel euz an arched-se a lakeaz eur zonj-all da zont enn ho fenn.

— El leac’h lavaret an ofern, eme unan anezho, greomp eun anterramant ; esoc’h kalz e vezo d’eomp, guelloc’h e gouezimp hor micher : hag ouc’hpenn, gant hon anterramant, ez aimp dre ruio kear en eur gana a bouez hor penn : Requiem aeternam dona eis Domine... Requiescant in pace.... Hag ar guel ac’hanomp a lakaio ar Vretouned diskiant-ma da zizec’ha var ho zreid.

— Ia, mad a leverez, eme ar re-all ; guelloc’h eo d’eomp ober eun anterramant.

An arched a oue lammet he c’holo divarnhan, hag unan anezho a oue lakeat da azeza ebarz. C’houeac’h pe eiz a viskaz dillajou oferenna ar veleien hag ho japou, ha ker buan an arched a ieaz er meaz euz an iliz douget gand pevar-all.

Lavaret d’ehoc’h pegen doaniuz, pegen euguz zoken oa ar guel a gement-se, ne c’hellan ket hen ober. Goap a reant euz an daelou a skuill eur bugel, eur pried mad pa vez o kas he dad, he vamm pe he bried d’ar bez.... Ar prenestou, an doriou a zerret dre ma ho c’hlevet o tont. A benn eur pennad, e skuischont hag e lakechont an arched var an douar. Krial a rejont var an hini a ioa ebarz en eur lavaret d’ezhan dont er meaz da eva eur banne gantho, rag achu oa an anterramant, avoalac’h a zismeganz o doa great var Landregeriz. Mez siouaz ! kaer a ioa krial, heman ne zave ket.... Koulskoude n’oa ket tachet golo an arched evel ma vez great var ar re varo. O velet an dra-ze, unan euz ar