Etablisset e Brest hevel ouc’h hini Paris, dre pehini a disclœryet Yan-Mary Branellec, bœlecq rebell, beza bet sujed d’an deportacion (casset ha dalc’het en ul leac’h merquet) ; dre gonsequanç a ordren e vezo livryet diouc’h-tu d’an executer euz ar barnediguezou criminal evit beza laqueat d’ar maro ebars ar 24 heur ;
Condaoni a ra Anna Roussel, intanves Le Guen, cuzereus eus al lavaret Branellec, d’an deportacion ;
Ha discloeria a ra o madou acquisytet d’ar Republik.
Eus an 28 germinal (mis ar sean), ar bloas 2 eus ar Republik Franç, unan ac indivisibl.
- En hano ar bobl a Franç,
An Tribunal en deveus rentet ar barnediguez a heul :
Guelet dre an tribunal revolucionner, etablisset e Brest, an act a accusasion dresset dre an accuser publiq en e guichen,
A enep Yan-Mary Branellec, bœlecq, oaget a 37 bloas, guinidicq eus a Guisseny, o chomm e Porz-Leon, hag a enep Anna Roussel, intanves Le Guen, oaget a 44 vloas, pehini a vef eus e leve, guinidicq eus a Vrest, o chomm e Porz-Leon, departamant a Finistère.
Eus a behini act a accusacion e heul ama an tenor :
Josef-Frances-Igneau Donzé-Verteuil, accuser publiq e quichen an tribunal criminal dreist-ordinal ha revolucioner asezet e Brest,
A espos penaus, ar C’homite a surveillanç eus a goumunen Sant Pol a Leon, en eur beza bet dalc’het klos an hanvet Branellec, hag intanves Le Guen, varlerc’h un denonciacion great en o enep ; ar c’henta evel bœleq rebell nan deportet ha cavet var terouer ar Republiq ; an eil, evel e beza cuzet en e zy : digouezout a ra eus ar peçziou roet d’an accuser publiq hag a sellont oud an affer-se :
1° Penaus, an decq nivôse diveza (mis an erc’h), ur membr eus al lavaret Comite a surveillanç, compagnunequeet eus