N’eman ket em mennoz kounta d’eoc’h ken nebeut deiz evit deiz buez Mari Toullek hag ar pemp minorik. Teir gueach bemdez, d’an nebeuta, e teue ar vugale da zaoulina enn dro d’ar c’harr ; pedi a reant evit ho mamm. Mari a gase atao epad an amzer-ze ar c’harr enn dro ; izoum neza e doa ; ne ehane ken na deue an noz. Neuze d’he zro ec’h en em strinke d’an daoulin hag e pede kalounek evit he mestrez.
Tud fall, tud digaloun, digouezet e Kastel epad an dispac’h, a vele gand poan Mari Toullek o c’hounid bara d’ar pemp kraouadur, hag a ginnigaz d’ezhi brasoc’h pae, guelloc’h bevanz, ma karche dilezer ar pemp minor ha mont d’ho c’hear da labourat. Tud kriz ! N’oant evit barn da boan ebed ar pemp kraouadur, rak re iaouank oant ; c’hoant o doa, a-vad, d’ho lakaat da vervel gant an naoun. Mari Toullek, kredi a c’hellit, ne zelaouaz ket anezho ; kenderc’hel a reaz da neza ha da jom gand ar vugale, ken na en em gavaz ho mamm er gear.
Na vezit ket ive-ta souezet o velet karantez etre an diou vaouez-se. Pa zistroaz d’ar gear an Itroun Le Guen de Kerneizon, ar Republik a zistaolaz d’ezhi eul lodenn vraz euz he madou, hag evelse ne oue ken, ken tenn var Mari Toullek, hag ar vugale o deoue guelloc’h bevanz ha boukoc’h guele.
Dembrest goude m’oa en em gavet e Kastel, an Itroun kalounek-man en em lakeas adarre da guzet beleien, hag e deoue, enn dro-man, an eur-vad da jom eb beza tizet. Ar republikaned a ioa torret var-n-ezho marteze, ho c’hrizder n’oa ket ive marteze ker garo ; mez me gred ar penn-kaoz euz an eur-vad-ze, eo Doue epken he c’hase hag he digase, dioc’h m’oa red, evit he miret dioc’h ar zoudarded, hag a lakea anezhi da veza enn eul leac’h, pa vichet oc’h ober klask d’ezhi enn eul leac’h-all. Ar pez a zo guir eo e talc’haz ar vicher riskluz-se, ker riskluz ma c’helle he c’has d’ar maro, betek ar peoc’h.
An Itroun Le Guen a roaz da Vari Toullek peadra da veva enn he eaz ; evelato, hou-man ne falvezaz ket d’ezhi kuitaat ar vugale e doa bevet ; mont a reaz da Vrest gand unan anezho. Enn he c’hozni, brevet he c’horf gand ar remm, e c’hoanteaz kaout gant-hi he nizez Franceza. Ar pez a c’hoanteaz a oue great. Marvet eo dre gozni.