Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/284

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
276
emgann kergidu

Lan ar Moal a deuaz euz a Rosko hep na daolaz den ebed evez out-han.

Ken na en em gavaz e Kastel ne oue ket nec’het. Anaout mad a rea ru Karmez, mez er ru-ze euz tiez enn daou du, ha meur a hini a bep tu ; pehini anezho eo ti an Itroun Le Guen de Kerneizon ? M’en diviche c’hoaz anavezet, dre zell, an Itroun ? Siouaz ! ne gouie ket he anaout.

Teir pe beder gueach oa eat ha deuet a-hed ru Karmez hep kaout ar pez a glaske ; kaout a reaz avad ar pez ne glaske ket.

Lan ar Moal n’en doa ket taolet evez ouc’h eur goaz hag a iea var he lerc’h, abalamour ma vele anez-han o vont goustadik a-hed ar ru, o sellet enn dro d’ezhan, hag o chom a-za pa gleve eun or pe eur prenestr-bennag o tigeri. Hennez, ar goaz-se, en doa divinet e ranke Lan ar Moal kaout eur gevridi bennag da ober.

Pedo o vont gand ar ru evit ar bedervet gueach, e teuaz ar goaz-se d’he gaout hag e lavaraz d’ezhan :

— Me gaf d’ign, dioc’h ar guel ac’hanoc’h, va faotr iaouank, emaoc’h o klask unan-bennag hag hoc’h euz eur gevridi da ober.

— Me ? N’am beuz ket da. Me a zo aman o c’hedal va zad.

— O c’hedal ho tad n’emaoc’h ket, anat eo. Ne ket d’in-me eo d’eoc’h dont da lavaret gevier. Selaouit ac’hanoun : c’houi a zo a Rosko, dioc’h ho kuiskamant eo eaz her gouzout ; me a zo euz a Gastel, — n’oa ket, ar gaouiad ! — hag evelse omp euz ar memez bro. Me a c’hoar ervad ne ket brao doare an dud vad dre an amzer a ra, abalamour da-ze lavarit d’ign petra a glaskit ha me a zikouro ac’hanoc’h da zont a-benn euz ho mennoz.

Hag en eur gomz er c’hiz-se en doa ear eur zantik.

Lan ar Moal her c’hredaz. Tenna a reaz euz he vruched lizer an Aoutrou Salaun, hen diskouez a reaz d’ezhan.

— Va bugel, eme ar goaz fallakr, he-man, al lizer-man, a zo d’an Aoutrou Branellec, belek, kuzet e ti an Itroun Anna Roussel, intanvez an Aoutrou Le Guen de Kerneizon. Ti an Itroun-ze eo an hini a zo du-hont, enn tu deou, eur skalier mean evit mont ebarz. Kasit al lizer d’an ti. Arabat eo d’eoc’h lavaret ho pezo komzet ger ebed ouzin-me, rak eur goall dro a c’helfac’h ober d’ign ; breman ne ket brao fiziout e den.