N’oa ket avoalac’h c’hoaz kement-se : bemdez, goude mern, e testume ar vugale a dro-var-dro enn he c’hampr, hag eno e teske d’ezho ho fedennou, e rea d’ezho katekiz hag ec’h alie anezho da bellaat dioc’h an dud fall a rede ar vro en eur brezek a enep ar veleien hag a enep relijion Jesus-Christ. Ha den ne c’hoar pegement a vad e deuz great enn he c’harter epad m’eo bet lezet. — Paolik ar Sann a ioa unan euz ar re a heulie he skol, ha guelet hoc’h euz great gant pegement a nerz en deuz harpet ouc’h an dispac’herien ha peger kalounek eo eat dirak Doue.
Pa rankaz an Aoutrou Gall, persoun Plouenan, kemeret an teac’h, evit mad, hag en em zerc’hel strisoc’h a-zindan guz, e kreskaz c’hoaz he labour. He c’hoar-gaer Mari Kreac’h hag hi en em glevaz evit ober eun toull-kuz da rei lojeiz d’ar veleien harluet. En em lakaat a reant e tal da goll ho madou hag ho buez ; an dra-ze ne rea man ; gloar Doue, mad ar relijion, silvidigez an eneou, a glaskent araok pep tra. Ar gristenien genta, enn amzer goz, ha n’o doa-hi ket great ar memez tra evit ar verzerien ?
Ar veleien a veze aliesa e Penn-an-Neac’h, oa an Aoutrou Gall, persoun ar barrez, hag an Aoutrou Coarigou, araok an dispac’h-man, belek kouent leanezed Santez-Ursula, e Kastel, el leac’h m’oa bet leanez Anna ar Zant. Eno e vezent kavet pa veze izoum anezho evit rei Sakramant ar Vadiziant d’ar vugale, pe Sakramant an Nouen d’ar re glan. Ne c’houfet biken lavaret pegement a vad o deuz great an daou velek santel-ze e Plouenan hag er parreziou-all a dro-var-dro. Da bed n’o deuz ket digoret dor ar Baradoz ? Mil bennoz d’ezho !
An Aoutrou Go, nevez great avieler gand an Aoutrou Delamarche, eskop Kastel, araok m’en d-oa ranket kemeret an teac’h ha mont da Vro-Zaoz, el leac’h m’eo marvet, evel a c’houzoc’h, a ioa deuet d’ho c’haout evit en em guzet he-unan, hag ive evit ho zikour, hervez he c’halloud, enn ho labourou hag enn ho foaniou.
Marteze e kavo d’eoc’h em beuz kountet kals re a draou divar-benn tiegez Penn-an-Neac’h ? Pep hini a zonjo ar pez a garo. Evidoun-me, n’oun ket inouet ; va c’haloun, a gaf d’ign, a astenn o komz a dud henvel ouc’h tud Penn-an-Neac’h. Marteze eo abalamour n’euz ken ar seurt tud-se breman var an douar, siouaz !
Setu a-ze petra eo tiegez Penn-an-Neac’h ; setu a-ze an