Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/253

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
245
emgann kergidu

— Kemer da amzer, ne gollo netra. Ouc’hpenn an dra-ze c’hoaz, ne dal ket ar boan d’eomp devi poultr ar Republik var gos-tammou traou evel heman. Distagit-hen, soudarded, ha digasit anez-han aman. Me a ia da ober berroc’h tro, ha kalz didrousoc’h ; me a ia d’her c’hrouga, hag, epad ma vezo a ispill, en devezo amzer da c’houzout ne rear ket enn aner goap euz a eur c’habiten republikan.

Ker buan e oue distaget ar paour keaz Paolik ha stlejet da gichen eur vezen fao goz a ioa var an hent, er meaz euz al lannek. Ne oue ket pell oc’h ober eur c’houlm lagaden er gordenn, hag ouc’h he lakaat enn dro da c’houzouk ar c’hraouadur.

— Eur veach c’hoaz, laouen-dar, eme ar c’habiten, lavaret a ri d’eomp-ni piou ac’h euz guelet bremaik o kemeret an teac’h?

— Nann, nann, eme Baol.

— Buan, buan, eur zoudard er vezen da staga ar gordenn ma vezo krouget an houc’h bian-man. Alese e c’hello branskellat guelloc’h eget ne rea bremaik var he zraf.

Ar vezen ne d-oa ket a skourrou izel. Kaer o d-oa ar zoudarded en em skoazia, en em lakaat daou, tri, bern-var-vern, n’oant ket c’hoaz huel avoualac’h evit tizout ar skour izella da staga ar gordenn da grouga Paolilk ar Sann. Ar c’habiten a skoe, dre gounnar, gand seul he votez var an douar, a en em jale hag a bec’he... Paol avad, ar gordenn enn-dro d’he c’houzouk, a ioa didrouz ha sioul evel eun oan o vont gant ar c’higer. Enn he galoun e pede Doue.

— Hastit a-fo, eme ar c’here, koll a reomp hon amzer ; trouz a reomp ive ha n’emaomp ket ouc’hpenn tri c’hant paz ken dioc’h Penn-an-Neac’h. Mar bezomp klevet e kavimp ti goullo...

Ar c’here en d-oa mall da velet krouga Paolik ar Sann.

— Guir a lavar ar c’here, eme ar c’habiten, en eur bec’hi goasoc’h-goaz hag en eur skei muioc’h-mui taoliou boutou var an douar.

N’en d-oa ket a c’hoant da denna, ar c’habiten digaloun, gant aoun rak an trouz ; n’oa ket evit krouga, rak ne gave ket a spek d’he gordenn, hag, evelato, n’oa ket evit choum hep lakaat d’ar maro eur c’hrouadur unnek vloaz, rak he zoudarded o deviche great goab anezhan. Petra eta da ober ?... Sellet a ra enn dro d’ezhan evit klask eur vezen-all easoc’h sevel out-hi... Ne vel hini... Enn eun taol e