Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/232

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
224
emgann kergidu

ket enn tiez tosta ez iz da glask va skeul, rak enn tiez-se e c’helle beza soudarded ; mont a riz er meaz euz ar bourk, var hent Guitevede da Gervinojenn, el leac’h ma kaviz eun tammik skeul, dalc’het a-ispill, azindan toen zoul kraou ar zaout, gand daou beul koat sanket er voger. He distaga a riz buan, ha dont a riz gant-hi d’ar red da gaout an iliz.

Ne ouen ket pell evit he lakaat dirak ar prenestr torret ar guer varnez-han, ha sevel enn-hi evit mont enn iliz. Edon a c’haoliad var ar voger o vont da ober eul lamm enn diabarz, pa zonjiz oan ginaouek o lezer va skeul er meaz, rak, ouc’hpenn ma rankchen he c’haout evit dont adarre kuit, e tiskouesche c’hoaz d’an nep a deuche da zellet, oa eat unan-bennag dre eno. Sacha a riz anez-hi ganen, ha me enn iliz Itron-Varia Berven.

Saotret oa bet an iliz gand ar republikaned, me gred ; n’euz forz, mont a riz evelato var bennou va daoulin, hag eur beden galounek a gasiz d’ar Verc’hez evit he zrugarekaat ha goulen digant-hi an nerz hag ar skiant am boa izoum evit dont a-benn euz va zaol.

Anaout mad a rean iliz Berven, meur a veach oan bet enn-hi ; n’oa ket ive-ta diez d’ign kaout dor an tour. Mont a riz var eeun varzu enn-hi. Siouaz ! serret oa... Alc’houezet oa zoken. Hag e peleac’h e kavign-me an alc’houez ? E neb leac’h, hep mar ebed, rak beza e tle beza etre daouarn ar zoudarded, ha me ne gaven ket iac’huz evidoun, enn noz-man da viana, mont d’her goulen pe d’hen tenna digant-ho. Koulskoude e ranken pignat enn tour, n’euz ket da lavaret eno. Terri pe divarc’ha an or a rankan da ober-ta neuze. N’em boa ket gellet terri dor an iliz, kaer am boa bet en em dorta out-hi ; diesoc’h oa d’ign c’hoaz terri dor an tour, rak hou-man a zo eun or vian, dero teo oc’h ober anezhi, ha ne blege ket ar plench enn-hi. Esa a riz he divarc’ha en eur lakaat va dourn deou a-zindan-hi ha va dourn kleiz d’an neac’h. Enn aner ec’h en em skuizen, rak an or a ioa kloz ha ne finve tam ganen.

Neuze ez eaz diez va fenn ; sevel a ranken da vek an tour, an Aoutrou de Kerbalanek en doa her gourc’hemennet d’ign, ha n’oan ket evit mont ebarz ! Guelloc’h izign eged nerz, hoc’h euz klevet meur a veach. Dont a reaz em penn e c’helchen kaout dre an iliz eur varrenn houarn pe eun dra-all bennag hag a zikourche ac’hanoun da zivarc’ha an or. Perak, penaoz hag e peleac’h e kafchen an dra-ze, ne gouien ket. Evelato, ar republikaned a ioa bet enn iliz meur