Kergidu ; c’hoant em boa da laza kement soudard e doa digaset ar Republik e Breiz. Ne oan ket evit ober kement-all ; mez da viana ar re-man, ar re a zo aman etre va daouarn, e bek va fuzil, a baeo ker evit ar re-all.
Int-hi ne gouient ket petra da ober. Me ho c’hleve o pec’hi hag o kounnari var an hent braz evel eur vandenn ziaoulou.
— Eur rejimant laeroun a-bez a zo ive-ta er goaremm-ze, eme unan.
— Ia, d’an nebeuta eur rejimant, eme eun all.
Ha me va-unan em biche c’hoarzet kalounek o klevet kement-se, ma n’em biche ket bet kement a boan. Daoust ha red eo kaout eur rejimant Bretouned evit kas d’ar bed-all diou zousen dispac’herien ? Nann, Ian Pennors he-unan a zo avoalac’h evit ober kement-se.
Ia, ker guir oa an dra-ze, ma ne jome, da c’houlou deiz, nemed an tamm ofiser bian am boa espernet ha dalc’het da ziveza. Iaouank ha ruz he benn oa, p’oan-me lammet e park balan Ian Berthou ; breman eo distrounk evel eur c’hi klan, guenn evel eul lienenn, diskabell, fuillet he vleo, skerj he zaoulagad ha divoutoun he zillad. He gleze a ioa gant-han enn he zourn ; kas ha digas a rea anezhan, a gleiz hag a zeou, a eeun hag a viziez, dirag he zaoulagad, evel p’en diviche c’hoant da viret ouc’h an avel zoken da vont da gaout he benn. — Aoun en doa, me gred, rak bouledou Ian Pennors a dorre ar penn.
Goude beza sellet piz out-han, e lammiz, dreist ar c’hleuz enn hent, pemp paz varnugent enn he raok ; ha me d’her biza d’he dro. Hen a jomaz krenn a-za, droug-livetoc’h c’hoaz eged aziagent ; eun tamm skrijadenn a reaz. Evelato e klaskaz en em zerc’hel eeun ha soun var he dreid, evel eur zoudard kalounek a ia da vervel hag en deuz c’hoant da ober fae var ar maro, evel ma tere ouc’h eur guir soudard.
Goulaouet oa an deiz ; tosteat oan out-han, hag en eur zellet piz, e veliz eur zeizenn enn dro d’he c’houzouk, ha var he galoun eur vedalenn. Edo va biz var bluen va fuzil, eur zachadenn hag oa great gant-han... Chom a riz a-za. Ar guel euz ar vedalenn a dorraz va drouk.
Eur vedalenn a ra atao eur vad d’an nep he dougen.
— Ma karfenn, eme-ve, me a chelle ho laza evel ma’m beuz lazet ar re-all.