Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/210

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
202
emgann kergidu

Goude beza furchet Lanzeon hep kaout den-all nemed Paol Inisan, goude beza debret hag efet leun ho c’hof, lod euz ar zoudarded a ieaz da Gervern-Vraz, rak eno ive e veze kuzet beleien.

Ar re a ioa chomet enn ti a zavaz d’ar zolier da lavaret da Baol oa mall mont enn hent. Paol a ziskennaz, Anna Roue var he lerc’h, en eur vouela dourek. P’oa deuet d’an traon e tistroaz ouc’h he bried evit kimmiada diout-hi, evit rei d’ezhi ar pok diveza... Anna a zemplaz, re a veac’h a ioa var he c’haloun. Jannet ar Go ha Manuel a grogaz enn-hi hag he lakeaz da azeza var eur skaon : teuler a reant dour d’ezhi ouc’h he fenn, mez kaer o doa ober, Anna ne deue ket enn-hi he-unan. Paol a ranke ive-ta mont kuit eb gellout lavaret kenavezo er bed-all d’he bried, rak gouzout a rea ez ea evit ar veach diveza er meaz euz a Lanzeon, er meaz euz an ti m’oa bet ganet enn-han, er meaz euz an ti m’oa bet ken euruz enn-han... — Er mareou-ze, mont d’ar prizoun a ioa mont d’ar maro. — Abalamour da-ze, en em gavet e kichenn an treujou, e tistroaz truezuz varzu ar penn uela da zellet eur veach c’hoaz da viana ouc’h Anna Roue, astennet var barlenn Jannet ar Go, hag e chomaz eur pennad mantred ha dilavar : Guiska a reaz liou ar maro ; kredi a reat edo, hen ive, o vont da gaout eur fallaenn. Mez eur zoudard, kaloun ker kriz hag an dir, a roaz d’ezhan eur buntad ker kren, m’hen taolaz, dreist ann treujou, var he benn er porz, e touez an teil. Evel m’oa stag he zaouarn adren he gein, n’oa ket evit sevel anezhan he-unan, hag ar zoudarded, hanter-vezo, her goapae hag her ruille a daoliou treid etouez an teil.

Ar mevellien, o tont euz ar park d’ho mern, a jomaz mantred o velet ho mestr var an teil hag an ti leun a zoudarded. — Ne gouient ket petra a ioa c’hoarvezet. — Olier ar Stum, unan anezho, o velet he vestr astennet var an teil, kaillaret he zillad, he benn er c’houer hanvoez, a zavaz ar goad d’he benn, hag a lammaz, gand he fals, etre Paol hag ar zoudarded. Kregi a reaz e dourn he vestr, her sevel a reaz enn he za, hag, en eur zistrei ouc’h ar zoudarded, e sellaz out-ho gant eun ear ker rok, ma lavare d’ezho dre he daol lagad : Deuit-ta breman adarre da ober poan d’am mestr-me.

Ar c’habiten, me gred, a velaz oa mall d’ezhan mont kuit, rak paneved-se mevellien Lanzeon a viche lammet varnez-