Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/208

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
200
emgann kergidu

Jannet ar Go a ioa dija barbouellet he fenn : ar guel a gement-se a droaz neat he goad.

— Manuel Conseil, emezhi d’ar plac’h-all, guelet a rez ar pez a ra al laeroun korfek-man ?

— Ia, guelet avoalac’h. Oh ! ma vichen-me bet eur goaz !

— Ha red eo beza goaz evit kaout kaloun ?

— Ha petra fell did a rafemp-ni hon diou ?

— Petra ? Sell, ne velez ket nag a dan a zo azindan va fodad iod-me ?

— Eo, guelet avoalac’h. Ha goude ?

— Goude ? ne zivinez ket-ta petra am beuz c’hoant da ober ?

— Nann, ne zivinan ket. Mez ar pez a ri me a raio, hag e ve mont d’ar maro e ve.

— Marteze, evit guir, ez aimp d’ar maro : n’euz fors, ober a ri ar pez a rign ?

— Ia, hen ober a rign, her lavaret a ran did.

— Mad, kemeromp peb a gef-tan euz a zindan ar pod, an daou vrasa a zo en oaled, ha d-eomp d’ar c’hao da rosta ho baro d’ar zoudarded, pe d’ho c’has er meaz.

— D-eomp, Jannet.

Ha Jannet ar Go, ha Manuel Conseil, skelf ho fenn, entanet ho daoulagad, peb a gef-tan enn ho dourn, ho diou d’ar c’hao... Ar zoudarded a jommaz mantred... Ne gouient ket petra glaske ar merc’hed-se. Ne ouent ket pell evit her gouzout, rak Jannet ha Manuel a lamme, eb aoun, varnezho, a roste he varo da-unan, a zeve he vleo da eun-all hag a lakea an oll da giza ha da dec’het... Enn eun taol e oue goulounderet ar c’hao, ha Jannet ar Go a brennaz an or var he lerc’h.

Pe gounezet oa bet ar zoudarded o velet diou vaouez ker kalounek, pe leun oa ho c’hof, ne oufen ket her lavaret ; da viana, hini anezho ne c’hoanteaz distrei ken d’ar c’hao.

Meuli a reer e Paris, am euz klevet, ar pez e deuz great Prinsez Lambal, ha ne ket Ian Pennors a lavaro ne reer ket mad. Hounnez, ar Brinsez-se, a ioa enn he falez gand ar Rouanez Mari-Antoinett. Ar roue Louis XVI, ar Rouanez hag ho bugale, o doa en em glevet gand tud a fizianz hag a galoun evit kemeret an teac’h euz a Franz, rag var var da goll ho buez edont e Paris. Salo o diviche gellet dont a-benn euz ho zaol, rak neuze Franz ne diviche ket bet da ruzia da veza lakeat d’ar maro eur Roue hag eur Rouanez ker mad ha ker karantezuz e kenver an oll ! Hogen, Mari-Antoinett