Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/201

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
193
emgann kergidu


UGENTVET PENNAD


————


Lanzeon[1]


Goude emgann Kergidu, Guineveziz, hag an Aoutrou Cren gant-ho, a c’hellaz trei dreist soudarded ar Prat ha dont da Vourg Trezilide. Eno e chomchont eur pennad e ti Visant Cadiou ; ha pa deuaz an noz ec’h en em lakechont enn hent evit dont d’ar gear. Anaout mad a reant an hentchou distro, hag er c’hiz-se n’en em gavaz drouk ebed gant-ho hag e tigoueschont e Lanzeon var dro eun heur goude an hanter-noz.

Eno ec’h en em gavaz ive dioc’h ar mintin an Aoutrou Goachet, kure Guitevede. Heman, er penn diveza euz a emgann Kergidu, a ioa bet dispartiet dioc’h he genseurted hag en doa ranket, evit dont da Lanzeon, ober an dro dre abiou Plouescat. Lavaret a rejont ho daou an ofern, an eil varlerc’h egile, evid ar re a ioa marvet ac’hanomp e Kergidu, hag evit pedi Doue da bellaat peb drouk dioc’h ar vro.

Antronoz vintin, var dro eiz heur, goude beza lavaret an ofern, edo an daou velek, Paol Inisan hag Anna Roue, he c’hrek, o fevar er zolier, o tiviz divar benn ar pez a ioa c’hoarvezet er vro, ha divar benn ar pez a c’helle c’hoarvezout c’hoaz. Pep hini a lavare he zonj, mez hini anezho ne vele an traou var an du vrao. Enn eun taol e klefchont Laouik Appere o tont enn ti d’an daou-lamm, en eur grial :

— Paol Inisan ! Paol Inisan !

— Petra eo, Laouik ?

— Diouallit. Buan ha buan ar veleien enn hent ! Aman eo leun al leur a zoudarded.

  1. Mar teu an hini en deuz skrivet histor Ian Pennors da gomz keit divar benn he dad koz, ne ket evit en em veuli nag evit en em fougeal eo, evit lavaret an traou evel ma’z int c’hoarvezet eo a-vad. Tud koz a Vinevez hag a dro-var-dro a c’helfe kounta muioc’h c’hoaz eget na lavarer aman.