Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/199

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
191
emgann kergidu

c’hoad ! Anaout a riz dioc’h-tu Herve Soutre, flastret he benn, ha Katel Eukat, he daou vugelik gant-hi etre he divreac’h. E kichen, a dreuz-kof, an eil var egile, edo Ion an Deniel, toullet he benn, ha Goulc’hen Abolier, torret he liven-gein.

An Aoutrou Cren a hirvoude atao oc’h esa lavaret pedennou ar re varo, ha leac’h en doa da bedi. Evidoun-me, n’oan ket evit mont ken. Va divesker a horjelle, va izili a grene, va fenn a voudinelle, va c’haloun a deuze em c’hreiz... Koueza a riz semplet e kichenn Herve Soutre...

Pegeit e chomiz semplet ? N’oun ket evit her lavaret d’eoc’h. Me gred n’oan ket bet goall bell, rag an avel-dro hag ar ienienn a ioa e fons ar punz a dlie, e berr-amzer, divoudinella va fenn ha digas dign va skiant vad. Pa deuiz enn-oun va-unan, oa maro va fennad goulou : edon o taoublega evit sevel em za :

— Peoc’h, Ian Pennors, eme an Aoutrou Cren goustadik ! Peoc’h, ar zoudarded a zo adarre e Maner-al-Liorzou.

Pa gleviz an dra-ze, e teuaz buan va skiant vad dign ; ar goad a zavaz d’am penn, ha, paneved an Aoutrou Cren, e vichen savet euz ar punz, ha torret gand va zenn fuzil, he benn ouc’h unan-bennag. Lazet e vichenn bet goude va-unan, heb mar ebed, mez ne rean forz.

Nag e tlie beza rok ar Republik gand soudarded n’oant mad nemed da zevi maneriou an Aoutrounez ha tiez al labourerien vad hag a zoujanz Doue, da deuler e punsou beleien, merc’hed ha bugale ! Oh ! ia, red eo e ve eur varnedigez-all varlerc’h ar vuez-man, rak anez e ve re vrao, e guirionez, beza dispac’her, pe republikan, mar kavit guell.

Ac’hanta ! guelit petra vichemp deuet da veza, an Aoutrou Cren ha me, ma’m biche lezet va fuzil var bardell ar punz, ma viche bet ar skeul re hir pe hir avoalac’h zoken. Ar zoudarded o diviche guelet dioc’htu, an dra-ze a zo anat, oa tud er punz-se, ha neuze ne vichent ket bet pell evit klask mein pe draou-all da deuler varnomp, d’hor flastra ha d’hor c’has d’ar bed-all da gaout Herve Soutre ha Katel Eukat.

Klevet mad a reamp ar pez a lavare ar zoudarded el leur. En em glemm a reant abalamour ne gavent enn ti na guin na traou-all da efa, nag arc’hant nag aour da gas gant-ho. Ar re-all a ioa bet enn ho raok, o doa lounket ha laeret kement a ioa enn ti.

— Pe seurt bro an diaoul eo houman, emezho, ne gaver