Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/192

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
184
emgann kergidu

Liorzou evel bered Guinevez pa vez sounet an hanter-noz.

Diskenn a riz enn hent ha mont a riz var eeun da gaout an or-borz. — Maner-al-Liorzou en doa eur pors-kloz. — Plega a riz da zellet dre zindan an or : edon dirag an ti ; n’oa ket a c’houlou e prenestr starn-an-daol ; mez an dra-ze n’oa ket iskiz, rak divezat oa dija. Herve Soutre, Katel Eukat, Ivonik hag an Did, a dlie beza enn ho guele abaoue div heur a ioa d’an nebeuta. Esa a riz digeri, mez an or a ioa prennet enn diabarz. Skei a riz varn-hi daou pe dri daol gand kros va fuzil... Netra ne respountaz dign. N’em boa ket a c’hoant d’en em zoania re ; skei a riz adarre eur veach, hag eur veach-all c’hoaz, atao gant kros va fuzil, hag atao ne roet respount ebed dign. Dont a riz evelato d’en em jala ; skei a riz krenvoc’h ha mortoc’h var an or... Netra.

Ha me gervel :

— Herve Soutre, eme-ve, Herve Soutre !

Netra !

— Herve Soutre, Katel Eukat, digorit dign-ta ! N’o pezet ket a aoun, me eo Ian Pennors, me zo kar d’eoc’h, me eo paeroun an Did !

Netra !

— Digorit dign, me ho ped, va zud paour ! Eun taol kleze am euz bet em morzed hag a ra kals poan dign. Enn hano Doue e teuan da c’houlen lojeiz diganeoc’h, rak n’oun ket evit mont larkorc’h. Digorit dign...

Netra !

Evit beza direbech avoalac’h e krogiz adarre em fuzil hag e skoiz ker kren ha ker kren var an or, ma kave dign e vezen klevet betek Pont-Christ ha Plouescat.

Netra atao ! Eo, kaout a reaz dign klevet evel eun dra-bennag o klemm e kreiz trouz an avel a c’houeze er guez dero a zo var gleuz liorz al leur ; mez ne riz ket kals a van evit kement-se. « Mad, red eo dign da viana mont er porz hag enn ti zoken, mar gellan, pa’z eo guir oun deuet beteg aman. »

Mez, evit mont er porz, oa red dign divarc’ha an or, rak e Maner-al-Liorzou, evel a c’houzoc’h, ez euz eur pors kloz, pe mont ebarz dreist ar voger. — Divarc’ha an or ! Arabat oa dign hen esaat, rag re skuiz ha re zinerz oan breman evit-se. Easoc’h c’hoaz oa dign mont dreist ar voger. Setu ar pez a riz, dre boan, mar kirit, mez mont a c’helliz dreist evelato. Sellet a riz piz enn dro dign araog mont larkoc’h ;