Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/190

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
182
emgann kergidu


NAONTEKVET PENNAD


————


Maner-al-Liorzou


Mont a riz ive-ta varzu Maner-al-Liorzou. D’ar mare-ze n’oa ket brao rei golo d’an oll, da dud evel di-me dreist pep tra, a gouiet a ioa bet e emgann Kergidu. Evelato e kave dign em biche lojeiz e Maner-al-Liorzou, rak, ouc’h-penn m’oamp ive-ta eun tamm kerent, evel em euz her lavaret d’eoc’h, breman oa var dro eiz miz, em boa great eur vad vraz da Herve enn eur prosez en doa bet gand eur marc’hadour kezek. An dra-ze en doa guerzet he varc’h da eur marc’hadour ; diviz en doa great he ziskarg, mez he c’hollet en doa abaoue. Me a ioa gant-han p’an doa guerzet ; da dest e ouen galvet ; kreded oan bet, evel ma’z oa dleet, hag Herve a c’hounezaz he brosez. Evit guir, anaoudek oa bet a gement-se, ha beza oan bet zoken, tri miz a ioa, paeroun an diveza euz he vugale, a reat an Didik anezhi, abalamour ma’z oa Mac’harit he hano.

Herve Soutre a ioa ive-ta koumper dign, ha beza koumperi, an dra-ze a laka atao ar c’halonou d’en em domma an eil ouc’h eben. Hag ouc’hpenn-ze, karet a rean ive he vap Ivonik, paotrik a bevar bloaz euz ar re goanta, a gouie va anaout hag a furche va godellou, pa’z eann di, da c’houzout pe graon pe avalou a viche ennho. Ha neuze, ti va c’houmper Herve a ioa eun tiegez a zoujanz Doue ; dre-ze en doa daou vevel euz ar re vella, Ion an Deniel ha Goulc’hen Abolier ; ar re-man am anaveze mad, ha me a rea stad anezho ive, abalamour ma’z oant mad e kenver ho zud, rak beb bloaz e kasent d’ezho, heb derc’hel diner, kement guennek a c’hounezent e ti Herve Soutre.

Setu me o vont varzu Maner-al-Liorzou. Her lavaret a ran, mont a rean dinec’h avoalac’h divar benn Herve ha Katel Eukat, he bried. Guir eo, fors soudarded a ioa er vro ; enn hor beg douar-ni n’oa bet biskoaz guelet kement-all.