Er mareou-ze oa eskop e Kemper an Aoutrou Conan de Saint-Luc, den a zoujanz Doue, ha karet meurbet gand an oll. P’en deveze eur gourdrouz bennag da ober da unan euz he veleien, her grea gand kement a zouzder ma teue, e berr gomzou, da c’hounit ar galoun. Gouzout a rea e viche barnet he-unan, er bed-all, evel m’en diviche barnet he nesa var an douar. Pinvidik oa ervez ar bed, hag aliez n’en deveze ket daou skoued var he hano : kement en doa a roe d’ar paour.
Pa deuaz an dispac’h da ober he freuz kenta e Breiz oa eat mad dija var an oad. Bemdez e kleve ar c’heleier, gouzout a rea petra c’houlennet digant an eskibien, he genvreudeur, ha n’edo ket azindan-zivin e viche, abarz nebeut, goulennet diganthan ar memes tra. Abalamour da-ze e skrivaz d’hon Tad Santel ar Pab, Pi VI, evit lavaret d’ezhan e choume hag e choumche stag ouc’h kador sant Per betek he huanad diveza. Ouc’hpenn-ze, ober a reaz c’hoaz eun tamm skrid hag a lennaz d’he vikeled-vraz evit diskleria ne deuche bikenn da doui senti ouc’h al lezennou dizoue nevez great.
Daou zervez goude-ze e kouezaz klan, uzet gant an oad, he binijennou hag ive gand an anken. Pevar dervez goude e teuaz d’an eskopti, ar re a ioa o kas an traou enn dro e Kemper, da lavaret d’ezhan e ranke toui senti ouc’h al lezennou nevez great gand ar c’houarnamant. An Aoutrou’n eskop, ouc’h ho c’hlevet, a lavaraz d’he vikeled-vraz :
— Setu me barnet d’ar maro.
He galoun a rannaz, me gred, rak antronoz e rentaz he ene d’he Grouer, goude beza choumet stard enn he feiz hag enn he relijion.
Gand an Aoutrou de la Marche, eskop Kastel, ec’h en em gavaz goasoc’h c’hoaz, rak ouc’hpenn ma ranke, evel an eskibien-all, toui senti ouc’h al lezennou nevez, oe c’hoaz lammet diganthan he eskopti. An-dra-ze a ioa eun dra great e Paris gand ar re a ioa e penn ar c’houarnamant, ep kas kelou ebed d’hon Tad Santel ar Pab. Diskleriet e oue d’ezhan gand ar re a ioa e karg e Montroulez, n’oa ken eskop, rak n’oa hiviziken eskopti ebed ken e Kastel, al lezen her lavare.
An Aoutrou de la Marche ne zoublaz ket evit-se. Skriva a reaz da baotred Montroulez enn eul lizer hir ha kalounek meurbed oa bet hanvet eskop e Kastel, a berz Doue, gand hon Tad Santel ar Pab, hag, evel eskop, n’en doa da zenti