Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/104

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
96
emgann kergidu

evel pa vichent bet o sellet ouc’h eur guriozite bennag. Paotred Plouneour-Dreaz ha paotred Kerlouan, dreist-oll, ho boned glaz var ho fenn, ho bleo hir pleget azindan-han, hag ho c’horn-butun enn he ourl, a c’hoarze ken na dregerne al leur-gear gantho. Boazet dioc’h kroz ar mor braz hag ar penseou, ne reant van ebed, kaer a ioa krial varnezho. Neuze e teuaz soudardet d’ho c’haout, hag ho aliaz gand komzou flour da zaoulina epad eur pennadik bian. Evel m’o doa c’hoant da velet ar gouel penn-da-benn, en eur genderc’hel evelato da c’hoarzin ha da gaozeal, evel araok, e lakejont eur penn-glin d’an douar ; n’oa ket avad evit adori Mirabeau e oa, mez, evel a lavaran d’ehoc’h, evit guelet penaoz ec’h achuche eun hevelep diskianterez.

Neuze e oue eun tammik peoc’h.

Edo adarre soun ar Marseillez o vont enn dro pa glefchor eun den koz o krial, gand herder, ker kren ma veze klevet dreist mouez ar ganerien :

— Bastien ! Bastien ! va map, deomp d’ar gear ha lezomp ar re-man da ober ho brizerez.

— Ia, ia, deomp kuit, eme eun den all ; ar republikaned n’euz gantho nemed traou a enep ar skiant vad hag a enep ar feiz.

An daou zen kalounek-se oa Dider Dindaon, kloc’her Plouider, brudet meurbet dre ar vro ha karet gant an oll, rak biskoaz ne reaz an disterra drouk da zen. D’ar mareou-ze, oa dija eat braz var he oad, ha bokejou ar garnel a c’holoe he benn, ar pez ne vire ket outhan da gaout eur galoun domm ha leun a nerz evit stourm ouc’h ar fals-kredennou.

Egile oa Fanch Vian, louzaouer brudet dre bevar c’horn ar Vro, euz a Gastel da Vrest, adalek Tour-ar-C’hernik, eharz ar mor, bete Roc’h-Trevezel, var gern Menez-Are. N’oa parrez ebed na gomzet ennhi a Fanch Vian, ha n’e ket ep souez, rak rei a rea aliou ha louzeier, evit netra, da gement hini a deue d’her c’haout. Ne laboure ket evit gounit arc’hant, mez evit ober vad d’he nesa, er guel a Zoue.

Pa glevaz Dider Dindaon eun all o respount outhan, e tistroaz :

— Te a zo aze ive ’ta, Fanch Vian, emezhan ?

— Ia da, Dider ; me a zo bet kerc’het da zont aman var zigarez guelet unan klan, ha, padal, da zellet ouc’h diskianterez eo.