Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


D’An Aoutrou GOFF,
Persoun Guinevez-Lochrist.


Aoutrou Persoun,

C’houi eo oc’h euz va aliet da skriva buez Sant Fransez a Asiz. Da biou ive-ta e tlean kinnik va zammik skrid nemed d’eoc’houi ? Plijet ganeoc’h hen digemeret gand kement a galoun vad m’her c’hinnigan d’eoc’h.

Leun a anaoudegez vad evit ho madelezou,

Lan INISAN,

Belek euz ho parrez.