Aman emaoc’h ive-ta, o va Doue ; her c’hredi a ran a greiz va c’haloun. Ha, pa z’eo guir emaoc’h aman, hag e karit kement ac’hanounn, e teuan gand fizianz, ep aoun ebed, da bedi ac’hanoc’h da zigeri dor ho Paradoz d’an eneou paour a zo, keit all a zo, o c’houzaon poaniou ar Purgator, hag oc’h huanada varzu enn-hoc’h. Tennit ive-ta, o va Doue, me ho ped, euz ar Purgator eneou… (— Aman pep hini a bedo evit an nep a garo, evit he dad, he vamm, he vreur, he c’hoar, he vadouberour… evit meur a hini zoken.)
Hag evidomp-ni pec’herrien, hag a zo c’hoaz var an douar, n’hon dilezit ket kenn nebeut. Fizianz hon d’euz enn-hoc’h hag enn ho karantez. Kredi a reomp e teuot eun dervez da zigeri d’eomp ive dor ho Paradoz, ne ket abalamour m’eo dleet an dra-ze d’eomp, mez abalamour d’ar poaniou en d’euz gouzanvet J.-K. evidomp. Abalamour da-ze e z’eomp da lavaret ar bedenn en d’euz desket d’eomp ho map, ar bedenn hag a lavar d’eomp petra dleomp da ober enn ho kenver, ha petra dleomp da c’houlenn evit hor brasa mad.
Pater noster qui es in cœlis, etc…
Hon tad hag a zo enn Env, etc…
a Doue, pardounit dign ar pec’hejou em
euz great betek hen. Lakit ac’hanounn da
derri an oll voaziou fall a zo atao o tougen
ac’hanounn d’ar pec’hed. Kasit, me ho ped,
divar va zro ar zonjezonou fall ne ehan an
drouk-spered da zigas dign. Sklerijennit va
skiant, ha diskouezit dign pe genn dister
eo traou ar bed-man, peger buan e tremenont.