ueach all, o va Doue, edo ar c’hiz kinnik
d’eoc’h profou braz epad ar pedennou a leveror
pe a ganor breman. Hag eun dra dleet
eo kement-se pa z’eo guir eo d’eoc’h kement
tra a zo hag enn env ha var an douar. Herrio
n’her greor ken. Me, da vianna, a fell dign en
em ginnik hag en em rei d’eoc’h, me ha kement
am euz. Me fell dign beva atao ervez ho
lezennou, senti ouzoc’h e pep-tra, ha, ma vefe
red, rei va oll vadou ha va buez zoken evidoc’h.
Emaoc’h, o va Zalver, o vont da ziskenn var
an Aoter, an Elez a zo enn dro d’eoc’h, mad
diraz-ho oll ec’h en em ginnigan d’eoc’h.
Pec’hi, ha pec’hi kalz em euz great evit guir, mez c’houi, o va Aoutrou, a zo braz ho madelez, brasoc’h eo c’hoaz ho karantez ; setu perag em euz fizianz e root dign ar pardoun euz va fec’hejou, hag e lakeot adarre va ene da veza ker guenn evel pa oue skuillet var va fenn dour ar Vadiziant.
Me a laka e c’harz ho treid, hag a ginnik d’eoc’h ive oll goulennou an eneou devot, ezommou va zad, va mamm, va breudeur, va c’hoarezed, va mignouned, ha kement hini o deuz great, pe c’hoant da ober eur vad bennag evidounn, pe emaint c’hoaz var an douar, pe emaint eat euz a vuez ar bed-man. Skuillit, Aoutrou, varnez-ho oll ho pennoz, ha tennit anez-ho euz ho foaniou.
Pedi a ran c’hoaz evit kement hini en d’euz great eur boan bennag dign, evit kement hini en d’euz lavaret traou divar va fenn, evit kement hini en d’euz kemeret eun dra bennag divar va c’houst. Bezit, Aoutrou, trugarezuz e kenver an oll, ha lakiit ac’hanomp oll da veza heuruz ganeoc’h enn ho Paradoz.