an Te Deum. Ar Pap a ziskennaz divar he gador hag a zaoulinaz dirak bez an hini m’edo o paouez lakaat e renk ar Zent. Ar Gardinaled, an Eskibien, an dud a iliz kerkouls hag ar bobl a reaz ar memez tra. An arched a oue tennet euz ar bez, ha lakeat, lammet he c’holo, dirak an Aoter vraz. Ar Pap a lavaraz an ofern diraz-han, hag enn dro dez-han oa kelc’het ar Breudeur-bian, bep a biled var elum gant-ho enn ho dourn.
Setu ive-ta lakeat er renk huella, e renk ar Zent, an hini n’en d’oa great nemed en em izellaat p’edo var an douar, an hini en d’oa roet e oll beadra evit beza paour he unan, an hini en d’oa great ar pinijennou ar re rusta ervez aliou Hor Zalver enn he Aviel. Pebez kentel evit kals a dud a zo atao oc’h en em veuli, oc’h esa sevel dreist ar re all, ne c’hellont jamez dastumm madou avoalac’h ervez ho faltazi, ne reont van ebed evit guelet ar paour e toull ho dor o c’houlenn eun tamm bara, ha ne glaskont nemed plijadurezou hag ebatou ar bed !
Fransez, epad he vuez, n’en d’oa kenn ioul nemed d’en em lakaat an disterra