merot gout ar bed, bac eur vech ma teuot d’en em attachi oc’h traon ar bed, ne gafot mui a c’hout en traou spirituel, en devotion.
Ar pried a behini eo parlantet er scritur sacr, e levr ar c’hanticou, a glascas e muya-caret e creiz ruïou Jerusalem, ha n’er c’havas qet.
Amzavit ne doc’h qasi jamæs sortiet eus a gonversation ha causiou ar bed, eb beza coupaploc’h dirac Doue eguet na doac’h oc’h antren enno.
Ret eo caret beza on-unan, mar fell deomp apparissa e public gant assuranç evit hon ene. Er silanç ganeomp hon-unan e tesqer penaus e renqer parlant pa vezer e creiz ar bed.
Ar vuez retiret a so unan eus ar puissanta moyenou evit conservi ar santelez. Netra ne ziminu qement vertuz an dud, evel beza alies e compagnunez.
A santout a eller un ær falloc’h ha clanvussoc’h evit an ene, eguet na deo an ær eus ar bed ? En em dennit alies er solitud evit santout ha caout un ær purroc’h ha yac’hussoc’h d’ho calon.
An ermitet santel o deus amzavet ne voant jamæs e guell stad d’en em antreteni gant Doue dre ar beden, eguet abaoue ma voant en em dennet pell dioc’h choloriou ar bed pe an dud disuch.
Va mab, deliçou ha plijadur Doue a so beza