Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/73

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29
levr i. chab. vii.





CHABIST VII.
Avantachou ha douçder ar solitud.


Ar Servicher.

C’hui a dleas, ô Guerc’hes santel ! passeal en templ deveziou tranqil ha digoumoul. Tanvât a rec’h eno e peoc’h ar graçou a scuille Doue varnoc’h, ha prepari a reac’h dezan en ho calon un templ cals henoraploc’h ha dignoc’h anezan.

Ar sonch a bresanç Doue a occupe eno bepret ho speret. Bepret emedoc’h er gontemplation eus e c’hrandeuriou hac e berfectionou.

Doue ho muya caret a yoa tout deoc’h, ha c’hui a yoa tout dezan. Qement a elle ar bed da bresanti a hinvidica, a gaëra, na voa netra en ho santimant.

Mari.

Va mab, an ene christen er solitud, pell ma e ma dioc’h ar bed ha dioc’h e drubuillou, a gundu veritablamant eur vuez eürus. N’en em occup eno nemet a Zoue, evel pa na ve nemetan var an douar.

E speret a so occupet da chelaon moues Doue, ha netra ne oufe he distrei da glêvet ar pez a lavar continuelamant ar voues-se d’he c’halon.

Caout a ra er c’homsou-ma : Va Doue, c’hui a so an Doue eus va c’halon ha va oll heritach