Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/68

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24
imitation ar verc’hes vari.

dud yaouanq ? Ha pa na varfac’h qet arauc ho cosni, n’oc’h qet sur da ober pinigen en un oad avancetoc’h. Pet so surprenet bemdes gant marvou subit e pep oad, e pep condition ?

Peur e vez æssa ar blanten da blega, pe pa ves yaouanq, pe pa ves deut da veza guesen ? Ar passionou, ar viçou fall a gresq ho ners, a bouls er galon griziennou dounn oc’h dounna, hac a rent parconseqant dificilloc’h conversion ar galon var-zu Doue.

Dont a reont da veza qen naturel, ma consanter dezo eb remors ha ma lonqer ar vilim eus ar pec’het qer facil evel ma c’hever dour funtun.

Piou a denno neuse an ene paour eus ar stad miserabl-se pehini ne sant qet ? Graç Doue ? Mæs Doue en deus merqet da bep-unan e lod a c’hraçou.

Peur e recefot an diveza ? Abuzet oc’h eus, dija eus a veur a hini.

Na dardit mui d’en em reï da servich an Autrou-Doue, gant aon, pa falvesfe deoc’h distreï ountan goude beza great goab hac insultet anezan, na goumerfe ives e dro.

Un douar pehini a ev ar glis hac ar glao pere a gues alies varnezan ha ne brodu qet a froues, hac a brodu er c’hontrol spern ha dres, a so reprouvet ha tostic da veza milliguet.

Chetu an imach eus an ene n’en em ro qet abred da servich Doue.