Aoualc’h eo, Guerc’hes santel, mam a visericord, aoualc’h eo e c’hexpossemp deoc’h hor miseriou, hon ezomou, evit ma en em interesfac’h e qichen Jesus, evit soulagi hon eneou.
Ah ! penaus n’en em interesfac’h qet evidomp, pa songit eo evidomp en deus qemeret mab Doue en ho corf eur c’horf henvel oc’h hon hini ?
Mam da Jesus, ne ancounac’hait qet ac’hanomp-ni, breudeur Jesus, memprou Jesus, heritourien an êe eveltan ha dreizan.
E pe seurt circonstanç trist benac en em gafemp, e zoc’h evidomp eur refuich immanqab1 ; car ho madeles en em asten var bep ezom.
Histor an iiis a fourniss testeniou eb niver, hac eus ho calloud vras hac eus ho compassion attentif.
C’hui a so evel ar guær a Zoue, evel eur guær a behini Doue a so ar roue. O qær[1] a Zoue, ô Mari ! c’hui a so brudet meurbet
(a) Ps 85. 7.
- ↑ Ps 85. 7.