eur c’hraç benac, o c’harantes evit Doue hac hor fizianç enno a lacâ Doue da veza favorabl deomp ; mæs pa c’houlennomp dre intercession ar Verc’hes Vari, ar renq a zalc’h memes, he c’halite a vam Doue, a barlant evidomp.
Songit penaus un Doue memes ä so falveset dezan beza soumettet dezi var an douar. Ha beza en devezo nebeutoc’h a respet evithi, brema pa rên gantan en evou ?
Roet en deus dezi evel ar vaniamant general eus e vadou, eus e c’hraçou ; ha dreizi eo en em blich ous ho c’hommunica deomp.
Erfin, mar he deus eur pried, caret gant teneridigues, hep pouvoar var he phried, Mari, pried ar Speret-Santel, a ell eta disposi ar pried divin-se en hor faveur, hac obten digantan evidomp ar graçou ar re vrassa.
Doue, oc’h-pen, en deus etablisset anezi rouanes an êe hac an douar ; fiziet en deus enni eta eur c’halloud erves ar galite-se.
En væn e ves galvet unan bennac rouanes, ma ne ve capabl da sicour tud viserabl, da ober tud eürus.
Doue, pehini en deus great miraclou ar re vrassa, dre bedennou ar sænt, hac en a accordfe diessoc’h ar memes tra da bedennou rouanes an oll sænt ?
Guerc’hes vinniguet gant an æles hac an