oc’h en or. Va phlijadur a vezo en em antreteni ac’hanoc’h gantho.
Ma ne alian, dre va c’homsou, alumi a neves er c’halonou yeneat ar garantes a so dleet deoc’h, me a rayo, da viana, va fossubl d’en ober dre va exemplou.
Dreist peb tra, ne souffrin jamæs oc’h attaqfet dirazon.
Ah ! an nep noc’h anaves qet ne verit qet beza anaveset. Ne fell din caout mignon ebet pehini n’ho carfe qet.
Pedi a ran Doue da scuilla e c’hraç e calonou an oll dud, evit ma tuint oll, goude beza anaveset ha caret an Autrou Jesus-Christ, da zesqi ives anaout ha caret ar Verc’hes, o mam gommun.
An dud hac hi a alfe eta beza eb nep seurt carantes evit eur Verc’hes pehini, a bep eternite, a so bet an objet eus a gomplæsançou Doue memes ?
Mari a so ar verc’h muia-caret eus an Tad eternel, mam ar Mab, pried ar Speret-Santel.
Ententit ar pes a sinifi ar c’homsou-se hac