Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/345

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
301
levr iii. chab. xvii.


N’em bige james credet, a lavare un ene santel var he maro, n’em bige james credet e vige qement a zouçder o vervel.

D’ar maro, particulieramant, e ro Jesus da santout d’ar re er c’har peguement, en effet, eo dign da veza caret.

Pa ves bet, hed ar vues, mæstr var eur galon, ne bermet qet e teufe ar galon-se da vancout a fidelite dezan var e heur diveza.

Er c’hontrol, renta a ra an ene-se henvel oc’h eur c’houlaouen allumet, pehini, oc’h en em vouga, a ro eur sclerigen vrassoc’h.

Bevit eta en eur garantes sincer evit Doue hac e varfot en eur garantes ardant evintan.

Ar Servicher.

Ar breciussa eus an oll graçou, ô va mam ! a alfen da souhæti ha da c’houlen digant madeles Doue, a so mervel e santimanchou conform d’ho re-c’hui.

Goude heza bevet e carantes Doue, eus a garantes Doue hac evit carantes Doue, oh ! pebes desir ho deves an eneou just da vervel ive dre garantes Doue !!!

Chetu eno ar pes a ve ive va brassa desir. Mæs, ha permetet eo da eur pec’her eveldon-me caout ar sort desirou ?

Da viana, ô Guerc’hes sacr ! me ho suppli da obten din digant Jesus, pehini a so carantes veritabl evidon, ar chraç da gaout eur pers benac er maro-sе a garantes.