Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/331

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
287
levr iii. chab. xiv.


Mæs, ha c’hui a alle nоn pas he obten digant qemennt-hini a veve en ho compagnunes pe en ho qichen !

Ne voant qet evit admira aoualc’h ar garantes he devoa evitho, mam Doue, an diguemer æs ha libr pehioi a reac’h dezo, an attantion ho poa evitho.

Mar doac’h respetet gant an oll, abalamour d’ho qalite vras a vam Doue, d’ho vertuziou ha d’ar sclêrigennou divin scuillet en hoc’h ene, ho madeles hac ho touçder a c’houneze calonou an oll.

Eur sell ebqen, a daulac’h var eur personaich affliget, a dlie beza suffisant evit douçaat e boanniou.

Ho comsou, evel flammou tan sortiet a fournes ar garantes divin, ha nersus dre c’halloud Doue, a denerrea ar re galeta, a rente fervant ar re glouarra, a gourache ar re aoniqa, a gresqe ferveur ar re fervanta.

Da bet den clan, herves an apparanç, e procurjoc’h yec’het ar c’horf gant yec’het an ene ?

Mar ho poue, en hoc’h ardeur evit Doue, da hirvoudi var ar persecutionou a anduras ar gristenien e Jerusalem, ho poue d’en em gonsoli, dre avanç, eus ar c’honversionou a a rea an Ebestel etoues an nationou, eus ar profitou bras a denne Doue eus a bredicationou Sant Yan, dirac ho taoulagad, er guêr