Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/317

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
273
levr iii. chab. ix.

mæs bolontes Doue, ha n’he c’harit-hu qet muioc’h ? Ho carantes evit an dud a gollit, ne voa qet, martese, reglet mad aoualc’h ; re attachet e zoac’h outho. Ho taëlou, pere a so qer c’huëro ha pere ne cessont da redec, a zisques er vad ho c’harac’h re.

Martese an den pehini a so maro a yoa un ampechamant vras evidoc’h da veza parfæt, pe da veza salvet. Doue, en eur he lamel diganeoc’h, en deus great eta ho mad, pa en deus bet trues ouzoc’h.

Profitit eus an affliction, evit non pas mui en em attachi re oc’h netra grouet. En em attachit ebqen, dreist pep tra, hac e pep tra, oc’h an hini a behini[1] ar bloaveziou ne finissint jamæs, oc’h Doue. Pe, mar qarit unan benac gant Doue, n’er c’harit nemet abalamour ma permet Doue deoc’h er c’haret, pe mar fell dezan er c’harrac’h.

Arabat eo e timinufe, e netra, ar garantes a dleit da Zoue. Carit Doue ebars e personaich ar re-all. Pa garer evel-se, e vezer atao, en despet d’an oll deneridigues naturel, disposet da veza separet, pa fell da Zoue, dioc’h ar re a so just deomp ho c’haret.

E deis ar maro, ar galon a hirvoud, evit guir, an daoulagad a scuil daëlou. Falvezout a rêr gouscoude ar pes a falves da Zoue ; ar sonch eus ar volontes-se a Zoue pehini en em

(a) Hebr. 1. 12.

  1. Hebr. 1. 12.