Tristidigues David, pa varvas e vab Absalon, hirvoudou an oll mamou eus an innoçantet santel, ne dint nemet a veac’h eur squeud eus a c’hlac’har Mari, pa ne velas mui Jesus ha pa n’er c’hlêvas mui о parlant.
Mæs ar vam-se, ar santella a voue biscoas, о cоll Jesus, n’he devoa collet netra eus he santeles vras. He souten hac he c’honsolation a voue credi ferm penaus Jesus a ressuscitche prompt eus ar bes. Ar pes c’hoas he soulage en he glac’har, a voue ar resination barfæt e devoa da guement a yoa ordrenet gant Doue evit e c’hloar ha silvidigues ar bed.
O c’hui, pehini a bermet Doue e veac’h affliget dre ar brivation eus ar pes ho poa muia aon da goll ; mam desolet dre goll eur mab pehini a garac’h gant teneridigues ; intanves pehini en em vel privet abred eus a gonsolation ho pues ; oh ! na gollit qet ar guël eus ar squer a so offret deoc’h e personnach Mari : ho taëlou a so just.
Evel-se Joseph a vouelas var bes e dad Jacob ; Sant Augustin var bes e vam Santes Monica ; mæs desqit gant ar Verc’hes Vari ober da Zoue ar sacrifiç eus ho clac’har, ha penaus e tleit e support.
Ar maro a deu da baoues discoulma evit jamæs var an douar ar c’houlmou pere oc’h unisse d’an den da behini e vouelit. Mæs ha n’oc’h eus-hu eta esperanç ebet d’en em velet