Mari, er c’hontrol, a chom e qichen ar groas, oc’h en em soumetti da ursou an Tad eternel, hac oc’h offr dezan souffrançou Jesus evit silvidigues an dad.
E c’hars ar groas e chom, abalamour ma zeo eno e fell da Zoue e ve. Chom a reas betec fin ar sacrifiç eus a vues he mab.
He feis, he soumission, he c’harantes evit Doue a ra anezi un eil victim agreabl da Zoue, pehini a gemer ar sacrifiç eus he c’halon en union gant ar sacrifiç a so offret dezan e personaich Redemptor an dud.
Piou benac e veac’h, tad tener, mignon fidel, mab pe bried, mam pehini a so var ar poent da goll ar pes a ra ho consolation var an douar, desqit gant Mari trec’hi ho poan. Ho pe memor penaos, dre ma oc’h eus aonda goll cals evit an douar, e maoc’h en occasion da c’hounit cals evit an èe.
Ar religion ne gondaon qet ho taëlou nac ho clac’har sansibl ; mæs mar c’helaouit moues ar memes religion, e tesqo deoc’h o moderi, o renta santel.
Ar religion a zifen ouzoc’h en em abandoni d’an dristidigues vortel-se pehini a revus pep consolation. Lavaret a ra deoc’h : bolontes Doue eo, en em gonsolit.
Soulagit eta, a la bonheur, ho calon dre an daëlou, dre an huanadou, dre an hirvoudou ; mæs ive, en em droït varzu Doue, adorit e zes-