Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/306

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
262
imitation ar verc’hes vari.


Ha da souffr oc’h eus-c’hui abers an dud ? Guëiit var ar groas-se, eus an oll dadou an hini ar muia outraget, eus an oll vistri ar muia dispriget, eus an oll vignonet ar muia abandonet, eus an oil dud just ar muia persecuted

Abers an ifern eo ec’h andurit ? Guelit Jesus var e groas, exposet da oll furol an ifern.

Ha credi a reôt-c’hui en em glem da veza trætet gant re a rigol, pa gonsiderit an Tad eternel oc’h exerci e oll rigol a enep e vab muia-caret !

Doue hac en a zigaç deoc’h eur boan demporel benac e punition eus ho pec’hejou ? Petra e teu da veza ar poaniou-se, mar ho c’homparachit gant ar re en deus anduret Jesus evit ho telivra dioc’h ar poaniou eternel ?

Prenet oun bet, a leverrot, en eur gonsideri ho crucifi, dre ar souffrançou gries meurbet eus a un Doue. Ah ! just eo e defe un ene evel-se prenet, just eo e defe, dre e souffrançou, un hevelidigues benac gant he redemptor.

Va mab, qen dishenvel oc’h dious Jesus, dre ar vertuziou, ma lavaro deoc’h ho crucifi eo consolant beza da viana un nebeut henvell ountan dre ar poaniou.

Ho pet recours eta d’ho crucifi, en ho poaniou, en ho chagrinou, en ho tentationou. Poqit dezan memes neuse gant caiantes. Star-