Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/297

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
253
levr iii. chab. iv.





CHABIST IV.
Doue a reserv avechou ar brassa souffrançou d’e fidella servicherien.


Ha ne voa qet eta, ô va Doue ! aoualc’h e divige bet Mari, epad tri bloas ha tregont, en e speret, an imaich eus an tourmanchou a dlie he mab da anduri ? ha ret e voa e vige c’hoas test eus e varo ?

O Doue ! pa о poa ordrenet da Abraham, evit amprou e feis, sacrifia deoc’h e vab unic Isaac, n’ho poa qet exiget e vige Sara, e vam, present er sacrifiç.

Mæs er c’hompren a ran, ô Autrou ! Mari, pehini a dlie beza un deis rouanes ar sænt, a voa ret dezi, arauc-se hac evit-se, qemeret muioc’h a bers eguet an oll sænt er[1] souffrançou-se a bere e parlant hoc’h Abostol, hac a bere oc’h eus etablisset, evel eur gommunaute, etre Jesus hac an eneou predestinet.

Ne dlean qet eta beza surprenet о velet an afflictionou hac ar c’hroaziou a gals a dud just o cresqi gant ho fidelite en ho servich.

Dleout a ran consideri ar souffrançou bras pere a anduront avechou, evel graçou bras pere a rit dezo, ha mercou bras a faveur eus ho pers en ho andret.

(a) Phil. 3. 10.

  1. Phil. 3. 10.