Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/295

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
251
levr iii. chab. iii.


An nep en em humili dindan dorn Doue, pere a ador e justiç pe e misericord en tauliou a recevont, ar re a ra eus a batiantet Jesus ha Mari ar squer eus ho-hini, ar re-se a souffr e guir gristenien, hac evel-se eo e tleit souffr.

Douguen ho croasiou gant impatiantet, a so ho renta pounnerroc’h, a so ajouti eur pec’het d’ar boan.

Hent ar groas eo hent ar barados. An oll sænt a basse dreizan. An oll[1] dud just var an douar a basse dre an hent-se : cals ho deus a dribulationou, abalamour Doue a brepar d’ho phatiantet eur gurunen gaër.

Ah ! malheur d’ar gristenien-se pere a laca da servichout d’ho c’holl ar pes a dlie beza evit ho silvidigues !

Henvel, en dra-se, oc’h ar c’hriminel, al laër cleis pehini a varvas e costes hor Salver var ar C’halvar, o vlasphemi var e groas, ha pehini, eus ar C’halvar memes, a zisqennas en ifern…

Ma n’en em revoltomp qet, en hor poaniou, oc’h Doue, gouscoude e vurmuromp eus ar c’hroaziou a zigass deomp. Ha neuse e veritomp e lamfe Doue diganeomp, evit hor punissa, ar voyen-se a zilvidigues.

Alies, da viana, ec’h importunomp Doue evit beza delivret eus hor c’hroasiou, ha ne ouzomp petra a c’houlennomp. Ar c’hroaziou--

(a) Ps. 33. 20.

  1. Ps. 33. 20.