Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xxij
gousperou.


psalm 116.

David a exhort an oll nationou da veuli Doue eus e visericord hac eus e fidelite d'e bromessaou.

Poblou, meulit tout assambls an Autrou Doue ! meulit-en tout assambles, ô nationou ; car e drugares a so bepret bras en hor c’hever. Guir eo ha fidel en e oll bromessaou. Car hor soutenet hac hon difennet en deus a enep hon adversourien, bevech ma en deveus promettet en ober. Gloar eta da Zoue an Tad, ar Mab hac ar Speret-Santel.

magnificat.

Ar Verc’hes o touguen Jesus-Christ, o vesa eat da velet he c’hiniterv Santes Elisabeth hac o vesa bet meulet gant houma, a respontas desi evelten, o rapporti da Zoue ar c’hloar eus ar bonheur he devoa da vesa he Vam.

Va ene ha c’hlorifi an Autrou Doue, ha va Speret a so ravisset gant ar joa, e Doue va Salver, abalamour m’en deus taolet e zaoulagad var izelder e servicheres, oc’h e choas da vesa Mam d’e Vab. Car chetu a-se hac a raïo va guervel eürus hivisiqen, abalamour ma en deus great traou bras ennon an Doue oll-c’halloudec, a behini an hano a so santel, hac a behini an drugares en em asten eus