Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/276

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
232
imitation ar verc’hes vari.

en andret qement a dud iograt da bere Jesus a zesqe e zoctrin celestiel, hac e faveur рere e rea ar brassa bursudou, a zesq din penaus e tlean support defautou an nessa. Car, mar roet avechou da Jesus meuleudiou ha benedictionou, pet gueich n’en devoa qet a gontroliesou da souffr ?

An avi a yoa appliqet da ober dezan inimiet, pere a zecrie e zoctrin, a dræte e viraclou a dauliou fin, hac a lavare anezan qement a draou, ma passee, e speret cals a Yudevien, evit ar pes ne voa qet.

Pet gueich, ô Mari ! ne oac’h-u qet test eus an traou-se ? Ha gouscoude, dre exempl ho mab, n’ho poa evit e adversourien nemet santimanchou a garantes hac a beoc’h.

Horrol ho poa ous pep pec’het, mæs c’hui a garie atao an den, daoust ma pec’hje a enep ho mab Jesus.

G1ac’haret ebqen eus a offanç Doue, n’en em bermettac’h clem ebet a enep an dud insansibl-se.

Prijout a reac’h memes en em interessi evitho dirac Jesus…

Allas ! ober a reac’h en ho andret ar pes a rit em andret-me abaoue qen alies a vloaves.

Me a so an infidella hac an ingratta eus ho servicherien, hac em supportit gant madêles. Obten a rit din atao digant Doue faveuriou neves.