Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xx
gousperou.


psalm 111

Er psalm-ma David a barlant eus a vonheur an hini pehini a zouch an Autrou-Doue, ha pehini a so fidel da observi e lêsen.

Eürus an den pehini a zouch an Autrou-Doue, ha pehini en deus eur volontes ardant da acconaplissa e c’hourc’hemennou. E raç a veso puissant var an douar ; car bugale vian an dud just a veso binniguet gant Doue. Ar c’hloar hac ar binvidigues a so en e dy hac e chom bepret just. Car an Autrou-Doue, pehini a so trugaresus, douç ha just, ha so savet evel eur sclerigen e creis an devaligen, var ar re ho deus eur galon eüen, evit ho c’hundui en assuranç e creis an dangerou eus ar vues-ma. Eürus ive an den pehini a so truesus ous ar paour hac a brest d’ar re a so en esom. Eürus an nep a regl e gomsou ha ne barlant qet a dreus hac a hed, abalamour neuse ne vrallo jamæs en tu fall. Ar sonch eus an den just a bado da jamæs, n’en deveso qet aon da vesa droug preseguet. E galon a so atao preparet da esperout en Autrou-Doue. E galon a so stag ferm en esperanç-se ha ne oufe bralla e tu-all ebet, mæs chom a raïo bepret ferm qen na veso capabl da zisprijout e enebourien. Evel ma en deus roet gant larguentes eus e zanves d’ar beorrien, e justiç a chom en oll gantvejou, hac e buissanç a veso meulet hac henoret. Ar pec’her a velo an den just ha mad, hac a