eternel a zaïo an oll vursudou-se e faveur e Vab. Araoc gouscoude ec’h evo en hent eus ar vues-ma dre behini e falvezo ervad passeal, eus an dour c’huero deus a vor an afflictionou, hac abalamour d’e humiliationou, e c’huellaïo e ben en henor hac er c’hloar. Gloar d’an Tad, d’ar Mab, d’ar Speret-Santel da jamæs.
David a veul an Autrou-Doue eus ar bursudou en deus great e faveur ar Yudevien, hac eus ar re a dlie da ober e faveur ar Gristenien.
Autrou-Doue, me ho meulo a greis va c’halon e societe an dud just hac en assamble ho pobl santel. Me a lavaro a voues huel : œuvrou an Autrou-Doue a so bras ha coform d’e oll volenteziou, proportiouet d’an usach da bebini int destinet gantan. Evel-se, qement en deus great a bubli e meuleudiou hac a annonç e c’hrandeur. Guëlet a rear e chom hac e pad e justic hed an oll gantvejou. Ober a ra ar pez en-devea promettet. Mæs Lavaret a eller penaus an Autrou-Doue pehini a so truesus ha leun a drugares, en deus rentet eternel ar memor eus é vursudou, pa en deus roet en desert magadures d’ar re en douge, ha surtout pa eu deus roet d’ar gristenien ar sacramant eus an Auter. An effet-se eus e buis-