Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/231

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
187
levr ii. chab. xix.

servicho peb tra da zevel e songezonou varzu Doue.

Ar vigilanç-se a so evel eul lagat bepret digor, pehini a zisting petra a zeu dioc’h an natur, evit er mortifia ; dioc’h ar c’hraç, evit en heulia.

Dre an êves-se varnomp hon-unan e c’hobtener ar c’hraç hac an ners da ober atao hon oll actionou en un hevelep fêçon na zeuer qet da beuilla dezirou an natur.

Eb ar vigilanç-se, e rêr cals a fautou, a collou bras ; mæs ganthi, eb ober netra a extraordinal en apparanç, e rêr cals a draou santel pere hor rent tud vertuzus.

Pet hermit ha pet guerc’hes santel a so erruet er c’henta renq eus ar re eürus, dre ar merit ebqen eus a eur vues interior ?

Ne danvaot jamæs ar peoc’h-se nac[1] ar joa pehini a zeu digant ar Speret-Santel, nemet beza e veac’h un den interior.

An den interior a voar en em bossedi : evel ma veill varnezan e-unan evit en em ziouall ous ar passionou-se pere a chaden an ene hac e rent esclavoures d’an drouc-speret, e conserv peoc’h ar galon, betec en traou capabl da squiza eur batiantet ordinal.

Mæs an den dissipet, er c’hontrol, en em dourmant, en em empress, en em dro e mill fêçon evit traou neant, inutil, indign eus e

(a) Rom. 14. 17.

  1. Rom. 14. 17.