Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/229

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
185
levr ii. chab. xix.

unan-all, differant dioc’h ar pried celestiel, dioc’h Jesus.

Goulennit ous Jesus unan eus ar sclerigennou vras-se pere en deus roet d’e zænt, ha pere ho deus sclerreat ho speret var bonheur eur[1] vues cuzet e Doue gant Jesus-Christ.




CHABIST XIX.
Eus ar vues interior.


Da Vari eo e conven particulieramant an desteni-ma eus ar Speret-Santel : Oll[2] gloar merc’h Sion a so en he interior.

Ar pez a ouzomp eus he actionou exterior, nen deo netra e comparison eus ar pez a bassee en e c’halon.

En em represantit ar vam-se, guerc’hes, en he zy a Nazareth.

Antreit a speret betec he interior, ha grit a guement-se ho studi.

Mæs piou a alfe compren he affectionou, he zantimanchou, he dezirou ?

Piou a alfe lavaret ar pez a bassee er galon-se eus ar santella crouadures ?

C’hui ebqen, ô va Doue ! a occupe oll buissançou he ene.


(a) Coloss. 33. (b) Ps. 44. 14.

  1. Coloss. 33.
  2. Ps. 44. 14.