Recevit ive ar memes tra inspiration Jesus, pe e royo deoc’h da anaout ar voyenou da dec’het dioc’h eur pec’het, pe e royo deoc’h moyenou da avanç en devotion.
O Guerc’hes ! pehini a ouezas qer parfæt petra eo caret Jesus ha beza fidel dezan, me a esper penaus, sicouret dre c’hraç Jesus, pehini a brijot goulen evidon, e laqin e profit ho qentelliou.
Mæs souffrit, ô Guerc’hes santel ! e lavarfen un dra pehini, etre re-all, a ra aon din.
Fæbl ha fragil evel ma zon, allas ! ha n’em bezo me qet ar malheur da goll c’hoas Jesus ha d’er c’holl memes evit jamæs ?
p[e]c’het Va mab, rêson oc’h eus da gaout aon rac-se, ha ma n’ho pige qet an aon-se, me a glasqfe he inspira deoc’h.
Arabat eo gouscoude e ve accompagnet a droublien hac a re vras chagrin.
An aon da goll Jesus a dle beza moderet dre ar fizianç, evel ma toucear dre an dour eul liqueur re grèn.
Grit, eus ho costes, qement a zepand diouzoc’h evit perseveri e carantes Jesus, hac esperit digant e vadeles ar c’hraç eus ar berseveranç.